Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/160

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 145 —

Neumenoiou a gemeraz he gleze, hag o troc’hi pen ar Gall, hen taolaz er skudel evit ober er poez. Neuze a savaz eur gombat kriz etre ar Vretoned hag ar Francisien. Ar reman oa trec’het ; hag ouspen ar Vreiz-Izel, Neumenoiou a gemeraz Roazon, Naonet, Guenet hag an oll broiou tro d’ar c’herriou-ze. Pa zeuaz Neumenoiou da veza roue a Vreiz, lakaat a reaz he fizians e sant Konvoyon, a gundue eur vuhez santel e koat Redon, ha goulen a ree kuzul digantan evit traou ar feiz. He gas a reaz da Rom da c’houlen digant ar Pab ma vije an eskop euz a Dol arc’heskop, hag ar c’henta etre an eskibien a Vreiz.

Sant Konvoyon a zigassas da Nominoe, roue e Breiz, eur manac’h hanvet Louhemel, evit en em glem euz a Illoc den pinvidik divar dro, hag a ree peb seurt dismegans da venec’h abaty Redon. Nominoe, azezet var he dron, eur gurunen aour gant perlez a mein précius var he benn, eur vantel rouane var he ziouskoaz, ar vaz a roue en e zorn, mab bian Judikaël ker kaër evel ma oa en devez