ma oa bet sakret, en doa en dro dezan ar re genta euz he rouantelez. En he gichen oa Eruspoe, he vab ken brudet er brezel hag he dad ; Gurvand, ar prins en doa klasket en em ganna a enep eun arme en he fez. Paskiten, teod alaouret, en doa tromplet kement a Vretonet dre he gomzou flour; he zell fall, he zaoulagat louarn en dije dleet avertissa anezo koulskoude. Merc’h Eruspoe, ker mad ha ker brao, goulennet evit pried da vab Charlez-ar-Moal, roue a Vro-Chall. Salaün, niz Nominoe, mab he vreur Paskiten. Cetu hanoiou lod euz an dud huel oa en dro d’ar roue. Nominoe o veza fellet dezan selaou ar manac’h Louhemel, heman a lavaraz : Konvoyon, rener kouent Redon, a zo mab da Konon, den nobl a renk huel ; fellout a ra dezan beva el labour, er binijen hag er beden, en eul lec’h dilæzet evel eun desert evit servicha an Aotrou Jesus-Krist gant eun neubeut beleyen nobl eveltan. Neuze Illoc e kounar a iouaz : An douarou-ze a zo din, pe seurt gwir o deuz ar venec’h da zont eno ? Den dizleal, a respountaz
Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/162
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 161 —