Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/164

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 163 —

roue Breiz, ha ne ket guelloc’h e teufe tud santel da jom er gouelec’hiou-ze eget lezel dont eno laëron ha tud fall ? Ha dioc’h-tu ar roue a roaz ar gwir d’ar venec’h, hag a reaz da Illoc tevel. Ratuili ne oa ket evel Illoc, karout a ree kement sant Konvoyon hag he vreudeur, ma fellaz dezan aichui he vuhez en ho zouez. O veza bet seziet gant eur c’hlenvet pegus, goulen a reaz beza digasset ebarz iliz Sant-Salver e Redon. Ar venec’h deuet da bedi en he gichen, prosternet var ho zall dirag an aoter, a veljont anezan parea en eun taol.

Sant Konvoyon oe ive mignoun d’ar roue Eruspoe, mab Neumenoiou. E amzer ar roue-man oe goastet ar ger a Naonet gant an Normandet, he dad en doa roet ar ger a Naonet da eur Gall hanvet Lamber, en doa troet kein d’he roue, ar roue a Frans. An den-man oa rust evit an dud euz a Naonet, ha na ree van euz rebeichou a ree dezan sant Gohar, an eskop. Erfin kasset oe kuit gant an Naonediz. Lamber, kounaret, a c’halvaz da voasta ar ger an dud pagan-ze, meuz lavaret deoc’h na