Ar Vreiz en doa da zoufr euz a berz he bugale he unan. Salaün, kenderv ar roue Eruspoe, a c’hoantee kement beza roue, ma zeuaz da lakaat laza he genderv pa oe e treid an aoter o pidi Doue, e iliz Porhoet. 857. Bro Porhoet, pe Poutrecoet, el lec’h ma n’em gave ar c’hoat braz Brocilian. Piou na gredje oa Salaün unan euz ar re falla euz he amzer ? Ne oa ket koulskoude.
Salaün en doa gouneet an tron dre varo he roue ; n’en doa ket kavet ar peoc’h en he galoun. Sant Konvoyon a zisklæriaz dezan, a berz Doue, e aichufe he vuhez en doare ma en doa he genderv aichuet he hini. Salaün a reaz pinijen kalet ; ober a reaz euz he c’hallout evit renta he bobl eüruz. Ober a reaz ar brezel d’an Normandet gant ar roue a Frans, hag hen a reaz d’ar Francisien gouniz dre he skiant vraz hag he galoun. Koulskoude nag ar gurunen nag ar gloar euz ar viktoriou na helle souplat an nerz euz he chlac’har evit he dorfet. Bep noz, kerkent a ma zeue da gousket, guelout a ree skeud he genderv hag he