Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/170

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 169 —

roue goloet a voad hag a c’houli o c’hervel varnezan barnou Doue. Neuze a gemeraz c’hoant da guitaat ar bed, da zilezel ar gurunen-ze, a boeze kement var he ben. An Aotrou Doue na roaz ket dezan amzer d’he ober. Neket eul lezen a hell beza torret an hini a vir na vezo lazet an nessa ha kemeret he vadou. Hor Salver en deuz lavaret : nep a sko gant ar c’hleze a vo skoet ganti.

Salaün na zaleaz ket da c’houzout oa deuet evitan pred ar maro. Paskiten, he vab kaer, ha Gurvand, pried merc′h Eruspoe, oa en em unanet evit lammout digantan ar gurunen hag ar vuhez. Ha na ve ket guelet meur a veich tost a gement-all etre tud divar ar meaz evit diblass an hirchier ? An den paour a glask kemer divar goust ar re all eun ero douar, evel ar rouaned eur gurunen ! Salaün na glaskaz ket tec’hout rag eur maro,a oa evitan eur punition abers Doue. Kinnig a reaz he vuhez d’he vestr divin ; ha goude beza koveset ha kemeret korf sakr hor Zalver, choum a reaz er beden e treid an aoter, o c’hedal taol ar maro ;

10