Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/178

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 177 —

mandet, e Kestember, er bloaz 890 pe 94. Guelet em euz va unan, er vered Kestember, ar peulven koz savet en enor d’ar viktor-ze, ha neuze Alan voa hanvet Re-Braz, hag anavezet evit duk an oll Vreiz. Eur prins mad a oa, hag a roaz ar peoc’h d’ar vro. Karout a ree ar relijion, savet en deuz kouenchou ha roet en deuz kalz d’ar gouent Redon, karet meurbet gant bugale Nominoe. He vab Erech, pe Gueroc’h, o veza klan fall er ger a Alair, an dug a gassaz kelou d’ar venec’h Redon, ha dre ho fedennou mad ha feiz an dug, ar prins yaouank en em gavaz pare. Kalz tud klanv oa bet pareet dija, en eur lakasat ho digass en iliz Sant-Salver Redon. Deoc’h-tu ma oe guelet e oa mab Alan-ar-Braz toc’hor, he dad a c’hourc’hemenaz he zougen d’an iliz ; ar prins oa ker fall ma oe neubeut da c’hortoz evintan ar pare ; mæz pedennou ar venec’h astennet a stok ho c’horfou, var vein an iliz, oe selaouet gant Doue. Eur c’huezen estranch a c’holoaz oll memprou an den yaouank, hag a redaz euz