Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/180

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 179 —

divrec’h an abbat etre divrec’h he dad leun a joa hag a anaoudegez vad. N’elfen ket aichui hirio ma talc’hfen da gomz deoc’h diouz an oll viraklou gret gant an Aotrou Doue en iliz Sant-Salver Redon. Ne viot ket souezet da glevout kement a vurzudou, c’hui o peuz guelet gant o taoulagat oc’h unan pareou burzuduz great e Lourd gant ar Verc’hez benniget. Illoc goude beza iskinet relijiuset Redon, en em gonvertissaz hag a zeuaz mignon dezo ; o veza n’em gavet en iliz pa oa pareet eur c’hlanvour en eun taol, dre bedennou ar venec’h santel. Mervel a reaz an duk Alan-ar-Bras e 907.

Nikun euz he vugale ne oe henvel outan. Neuze, tra diœz da gridi, ar roue a Frans a ginnigaz d’an Normanet ar Vreiz da voasta ha da zerc’hel ganto, rag c’hoant en doa d’en em zizober anezo. Kondt Kerne ha kondt Poher a fellaz dezo brezellekaat diouz an Normanet, hogen trec’het e oant. Ne chomaz en he za a enep an Normanet e Breiz, nemet Even-ar-Braz, kondt a Leon. (Er pen