kenta euz a istor ar Vreiz e ve komzet aliez euz kondtet Kerne, Leon, Goelo, Bro-Erech pe Guenet, Poher, Roazon, Porhoet ha Naonet. D’ar mare-man euz an istor, ar Vreiz a vo oll dindan an dug. Rag tri kondt Roazon a teu da veza dug ; re Gerne goude, hag Alan-ar-Barveg, dug a Vreiz, oa ive kondt a Venet, a Boher hag a Naonet.) Kondtet Roazon o doa roet d’ho breur iaouanka an douar Penthievr, lodet e daou, an eil mab oa galvet Avaugour. (Unan euz ar brinset Kerne oe Budik Kastellin, hanvet evel-ze abalamour m’en deuz savet ar ger Kastellin, var dro 1003.) Eul loden euz a Gerne, bro Keraez, oe galvet Poher ; Alan-ar-Barveg he stagaz euz ar rouantelez. Alan, mab Eudon Porhoet, galvet Alan Rohan, a varvaz er bloaz 1128 ; unan euz he voen a zemezaz da Isabel a Leon e 1263. Ar re iaouanka euz kondtet Naonet oant galvet da c’houarn Raiz hag ar Roc’h-Bernard. An hini a gommande er ger a Dol a roaz d’he vreur iaouanka ar ger a Gombour. (Evel-ze a gemere an dud a galite huel ho hanoiou).
Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/182
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 181 —