Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/184

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 183 —

Klevet em euz lavaret : arabad eo karout an noblans ; hi emezo, a zo penabek euz goaleuriou ar vro, eme skolaër Ker-Anna, — Arabat eo kridi kement a glever, va mab, eme Ian an dall, en eur huanadi ; guelloc’h eo sonjal, ha klask ar virionez araok kredi. Em iaouankiz p’am boa daoulagad digor mad, em euz guelet kalz tud-chentil (euz an hano-ze e velit int tud vad, rag an dud fall n’int ket chentil). Etouez an noblans ez euz tud vad, ha tud fall ; an darnvuia tud vad. M’em euz bet plijadur o sellet euz ar maneriou hag ar c’hastelliou kaër, morse n’em euz bet c’hoant d’ho c’haout d’in va-unan. Va c’halon n’en deuz bet morse goarizi. Cetu petra zo deuet e va speret, ha mont a ran del lavarout deoc’h : an noblans a zo eun dra dijuz ; an hano el lavar, beza nobl eo beza ar guella dre ar galon, ar garantez evit ar vro. An den guella er vertuziou. E peb amzer ez euz bet tud evel-ze. — En hon ker, eme eun den iaouank divardro Ker-Anna, ez euz eur famill hag a zo enoret gant an oll, pa gomz an tad, selaouet e ve he gomzou