Neuze oa guelet an den paour o kuitaat he dy plouz, an denchentil he vaner, an den a iliz he barrez, oll ho bro karet ha ken dudius. Leun a c’hlac’har, an daoulagat karget a zaelou, darn a ie gant Mathuedoa, kondt Poher, da Vro-Saoz ; (heman oe demezet da verc’h Alan-ar- Braz hag e oe tad da Alan-ar-Barveg) ; darn all a n’em denno e Frans hag a gasso ganto, evit ho divoal euz fulor ar paganet, relegou ar sœnt euz ar Vreiz, bet kollet kasi oll evit ar vro. Mab bihan Alan-ar-Braz oa eet ive da Vro-Saoz ; iaouank flam oa. Diskuez a ree he nerz enep al loenet gouez euz koajou Bro-Saoz ; laza a ree mourc’h gouez, bleizi, ourset. Pa oa deuet en oad, e c’hoanteaz lakaat an nerz-ze da gastia enebourien he vro. Galvout a reaz an oll Vretoned deuet e Bro-Saoz ; treuzi a reaz ar mor ganto ha douari a reaz er vro-man. Neuze, evel a lavar eur verz breton : « Eur iouaden a gleviz, iouaden ar peurzorn, adalek krec’h sant Mikel tre beteg Traon-Elorn ; adalek ty sant Veltaz tre beteg pen ar bed, pevar c’horn ar Vreiz, beet al Louarn meulet. »