Alan oa leshanvet al Louarn, pe ar Barveg. Er ger a Dol, e Breiz-Huel, n’em gavaz euret unan euz ar re genta euz an Normandet. Deuet oa eno eun niver braz a bennou touzet euz an Normandi hag euz a Frans. Oll oant o tibri hag oc’h eva pa glevjont son ar biniou, ne oe ket bet klevet abaoue malheuriou ar vro. Neket kan an euret a c’hoarie ar biniou-ze, mæz kan ar brezel. N’o doa ket allet an Normandet anaout petra oa an dra-ze, pa gouezaz var ho c’hein ar Vretonet, henchet gant Alan-ar-Barveg. Lazet oa tud an euret ha na choumaz eno nemet ar Vretonet da zibri lein an Normandet. Dont a rezont goude da Sant-Briek, e pelec’h oa n’em zastumet darn all euz an Normandet, hag o laza a rejont evel re Dol. An oll baganed-ze a guitaaz neuze ar Vreiz, hag ar roue Alan, o veza pedet ar Verc’hez Vari evit he vro ha goestlet ar Vreiz dezi, a bilaz gant he sikour an nemorand euz an Normandet e kichen Naonet. Pa zeuaz ar roue Alan da Naonet, oe ret troc’hi ar spern a stanke al lec’h ma oa guechall