a Vreiz a zifenne loda danvez an noblans hag an dimiziou gant peb seurt tud. An tyadou tud, n’ho dije ket allet chom er memez renk, ma vije lodet an douarou. Ar mab hena a renke kemer ar stall en he bez, ha pourvei da guir ezomou an tyad ; ar baotret peurvuia a zeske micher ar brezel pe var douar pe var vor, hag ar merc’het a zimeze gant tud euz ho renk, heb na vije goulennet leve ebet diganto. An dimiziou gant peb seurt tud a vesk e goad ar vugale ar ioulou fall gant ar vertuziou, elec’h kaout bugale savet a voad divlam douget d’ar mad, evit kenderc’hel en ho renk huel. Bez euz e Breiz lec’hiou hag e ve heuliet eno c’hoaz al lezennou-ze ; e beg ar C’hap dirag enez Sizun, ar mab hena a vir gantan al leac’h ; hag a ro ho lod en arc’hant d’ar re na jomont ket gantan, hag an dimiziou na ve gret nemet etre dud savet er memez condition.
Ha kridi a rit, va bugale, a ve dimiziou eüruz ar re ve gret n’euz forz gant pe seurt tud ? Nan, nan, eur veich tremenet deveziou ar garantez birvidik,