an Turket. Entreal a rejont viktorius er ger a Jerusalem da deir heur goude kreiz-de, heur ma oa maro hor Zalver Jesus-Krist. Breman, siouaz ! Jerusalem zo adarre dindan gallout an Turket, ha ne vo kavet pobl kristen ebet d‘he dilivra ; hag ar brotestantet Saoz n’ho deuz ket bet a vez da lakaat e Jerusalem, ar ger santel, eun eskop protestant.
Epad ar Brezel Santel pa oe kemeret Jerusalem gant ar gristenien var an Turket, a varvaz Anna a Leon, he goaz kondt Porhoët. Beziet oe er ger Josselin en Iliz ar Groaz Santel. Eno oa Morvan eskop Sant-Briek, Beneat eskop Sant-Malo, Guiomarc’h abbad Sant-Jacut ; Fraval abbad Sant-Gildaz e Rhuis ; Briand abbad Sant-Meen ; Justin abbad Sant-Salver e Redon. Anna oe beziet en abbaty savet gant an dudchentil Porhoët er bloavez 1040. Morvan eskop Guenet a ganaz an offeren hag a reaz al lidou. Budon goaz Anna a greskaz he aluzennou evit repos ene he bried.
Pa zeuaz an dug Alan euz an Douar-Santel, e kouezaz klan braz ; hag epad he glenvet e c’hoanteaz kuitaat ar bed,