Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/210

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 209 —

ma roje Doue dezan ar iec’het. O veza n’em gavet pare, en em rentaz manac’h, e 1112. He bried Hermangard n’em rentaz leanez ; c’hui peuz hallet len he istor e Buhez ar Zent. Hermangard a ieaz da gaout an den santel Robert Arbrissel, evit beza leanez en he gouent Feunteun-Evrault,

Robert oa eur bælec euz a eskopti Roazon, ha prezek a ree ar binijen d’ar Vreiz ha d’ar broiou e kichen. O veza klevet oa en Anjou, bro tost d’ar Vreiz, eul laer brudet, galvet Evrault, e c’hoanteaz he c’hounit da Zoue. Dont a reaz er c’hoat el lec’h ma oa boazet al laer-ze da choum ; Robert n’en doa nemet eur groaz hebken en he zorn. Skuiz da veza tremenet an deiz o klask an den-ze, en em daolaz da gousket e kichen eur feunteun. Pa zihunaz a velaz dirazan eun den a selle piz ountan. Robert a c’houlennaz digantan perak e selle evel-ze. Ma glaskit al laer Evrault, eme an den-man, diskuez a rin deoc’h e pelec’h e ma. Robert hen trugarekaaz, hag hen heuliaz en eul lec’h hag e kavjont pemp laer eno. Ar reman, aliet dre eur zell gant an hini en doa diskuezet an hent d’an den santel, en em daolaz

12*