Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/214

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 213 —

zoun an dud galloudek a veve evel laeroun ; ren a reaz euz a 1112 beteg 1148.

Konan-an-Teo, dug mad ha leal, n’en doa nemet eur verc’h, Bertha, houman a zemezaz gant Alan-an-Du, kondt Richmont, euz a re Benthievr, bez en devoa eur mab hanvet Konan, na oe ket henvel euz he dad-koz. Bertha a zemezaz, goude maro Alan, da Eudon, kondt Porhoet, karet gant an oll Vretonet hag a vije bet duk, penefe Konan a c’halvaz d’he zikour ar roue fall Bro-Saoz Henri daou.

Koulskoude, pa oa an dug Konan-Bihan o ren, dont a reaz eur gernez goassoc’h evit an hini genta. Debret a vije louzeier, ruskl ar guez, ha guelet oe, ar pez na hellomp lavaret heb spount, tud o tizouari ar re varo evit ho dibri. Ar gernez-ze, e leverer, oa bet disklæriet da genta dre eur glao goad, a gouezaz var ar ger a Dol.

An dug Konan-Bihan ne oa ket eun den a galoun. Kemeret en doa aoun dirag roue Bro-Saoz ; evel-ze dont a reaz da zimizi he verc’h Konstansa, Bretou-