nez a galoun vraz, da vab ar roue-ze, Jaffrez oa hano ar prins iaouank. Herri Bro-Saoz, tad da Jaffrez, en em reaz goard evito ho daou ; c’hoant en doa da c’houarn ar Vreiz evel ma vije bet roue ; ar Vretonet na zentent ket outan. Neuze en em lekeaz da zismantra ar vro, evel ma na vije ket bet rouantelez he vab. Heman, deuet en oad, a lavaraz d’he dad na zente an duget a Vreiz euz roue ebet nemet euz al lezen hag euz a Zoue.
Epad ma oe Jaffrez bresset gant he dad, ar Vretonet en em zavaz eiz kueich deoc’htu a enep ar roue fall-ze ; henchet oant gant Eudon, kondt a Borhoet, Raoul a Foujer, Iann a Gombour hag ar re oll a garie ar vro.
Herri a zeuaz ken kounaret euz an dra-ze, ma zisklæriaz ar brezel d’he vab. Heman, eet da lez ar roue a Frans evit goull he chikour, a oe lazet en eur goueza divar he varc’h, o leuskel eun intanvez en eur stad truezus hag ar vro dindan treid he dad. 1186.
Eurus ar re a vev e graç an Aotrou Doue ha pell euz trubuliou ar bed.