Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/22

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 21 —

emeent holl. Neuze Iann an dall a reaz sin ar groaz hag a gomzaz evellen.

Gouzout a rit, va zud vad, Breiz neket bet atao eur vro gristen. Araok donedigez hor Zalver benniget, ar Vreiziz a oa pell siouaz ! euz ar guir relijion. Guelet a reer c’hoaz en ho touarou mein braz, lod renket, lod all hir, hanvet menhir ; hag hiniennou plat hanvet daol-men. En dro dezo a leverit e zans peb noz ar c’horriganet. E kichen ar vein-ze en em zastument evit ho deveriou a relijion. Pebez relijion, va zud vad ! Pegen souezet na dlie ket beza an Ebestel deuet aman evit deski ar guir relijion d’hon tadou koz, o velout an douarou tro var dro sklerijennet evit sakrifia d’an doueou faoz. An dud kez-ze, dallet gant an drouk-speret, a vele redek eno goad eun ejen pe goad eun den malhëurus bennag astennet var an daol-men, ha lazet gant an Druzet, ho beleyen. An doare ma rede ar goad a zisklerie dezo urzou an env. Lavaret a reer c’hoaz merc’het memez a laze ho unan an den kiniget d’ar falz Doue. Klevet oc’h euz marteze komz euz an enez Sizun zo dirag beg ar Raz. Eno eo goal rust ar mor, ha klevet em euz marto-