doun-me. Ar Saozon na vint ket kountant da gaout evit roue eun dug a Vreiz : dont a rin a ben anezan. Euz an tu all, ar roue a Frans, Filip, a lavare ivez : Dont a rin a ben avoalc’h euz eur paotr iaouank evel heman ; dimizi a rin anezan d’am merc’h, ha neuze a rin euz ar Vreiz ar pez a garin. Koulskoude Arzur, tenzor ar Vretoned, na golle ket kouraich : dont a reaz a ben da blijout d’ar roue a Frans, heb he leuskel da gemer tu ebet e Breiz, ha kundui a ree ker mad ar brezel ma oa tost da c’hounit var he yountr Iann. Heman, o velout na helle ket gouniz dre ar brezel, a fellaz en em gemer en eun doare all. Galvout a reaz Guillou Desroches, lavarout a reaz dezan : Ne ket brao guelout brezel etre ar yountr hag an niz ; ma na vije ket Arzur aliet fall, dont a rafe d’ober ar peoc’h ganin. Keit a ma vo etouez ar Francisien neuz ket a voyen d’en em glevout gantan. Red eo did, evit he vad he unan, hen digass din neuz fors penaoz. Neuze ar brezel a vo aichuet, ha na c’houlennan nemet mad dezan.
Desroches, pe sod, pe traitour, a gavaz an tu da baka an dug iaouank epad he gousk, hag er c’hass a reaz d’he yountr.