Aichuet oa neuze evit ar minor. Lakeet oe er prizoun en eun tour huel, var bord ar mor, e Rouen. Eno oe klasket he laza a ben diveich ; en em zifen a reaz he unan enep ar vourrevien gant eur bank ebken en he zorn. Arzur oa eur paotr ker koant, ker mad, ker karantezuz, ma lakaaz d’he garout he voard, ar falla den en doa kavet Iann evit divoal he niz. Heman oa carget d’hen renta dall. Morse an den-man, ker fall ma oa, na hellaz kemer varnezan he unan, evit ober kement-ze. Iann hebken a choumaz kriz he galoun ; rak be en doa eur rouantelez da gaout dre varo he niz.
Nag a dorfejou na ra ket ober d’an den ar c’hoant da c’hounit madou ? Dre zorn he yountr he unan oa lazet Arzur ! Ia, gouelit, Bretoned, a glev an dra-man ; neuz ket kals a draou hag a dall muioc’h ho taelou. Arzur oa dihunet e kreiz he gousk, ret oa dezan disken beteg treit an tour, ha pignat er vag, e lec’h ma hellaz guelet dre sklerijen al loar daou zen ; n’hen doa ket bet amzer da anaout he yountr, pa oa skoet e poull he galoun, gant eun taol kleze. Evel-ze e aichuaz he vuhez maleüruz, hag e oa neuze distrujet ar voen euz an duget a Vreiz. 1203.