Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/234

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 233 —

nis a lavaraz dezan : Perag na rit ket evel-doun-me ? na verzan va id nemet da ben ar bloaz, hag e c’hounezan pemp guech muioc’h evit na reet. — Me, a lavaraz sant Youen, a c’houniz kant guech muioc’h pa roan anezan d’ar beorien.

Eur veich ma oa o prezek e Locronan-Kerne, an aotrou Koatpont a ieaz e meaz euz an iliz pa bigne ar sant er gador. Sant Youen oc’h he velout a lavaraz a vouez huel : « Ma vije aman trompil an diaoul (ar biniou) ha teir pe pedir plac’h iaouank da zansal, e vije choumet hennes aman ; mont a ra kuit pa ve komzet euz a Zoue. Kastiet a vo er vuhez-man. » Hag evit guir an aotrou-ze oa sæziet en he gorf, ha ne gavaz ar iec’het nemet pa oe digasset var bez ar sant, goude he varo. Kals a vurzudou zo bet gret var bez sant Youen pe Ervoan, galvet gant ar Vretonet ar Bælek santel da Zoue.


Nez euz ket e Breiz, nez euz ket eunan
Nez euz ket eur zant evel sant Ervoan.

Enoromp ha pedomp atao ar zent en hon ezomou.