Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/236

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 235 —




TRIZEGVED NOSVEZ
————


Gwezklen a lavare : men toue, sent ar Vreiz,
Tra vezo beo eur Saoz, na vo na peoc’h, na reiz
Ra sternet-c’hui ma marc’h ha ma sterner timad,
Ma zaimp dezi raktal, da c’houd hen hell pad !
(Barzaz-Breiz).


Arzur daou, mab Iann-an-Daou, a varvaz er bloaz 1312.

Ar Vreiz oa bet kant bloaz e peoc’h pa varvaz Iann-ar-Mad, e 1341. Pa oe dug, oe savet e Paris eur skol evit ar Vretoned, dindan hano skol Kerne, hag eun all dindan hano skol Landreger.

Setu m’euz breman da gomz deoc’h c’hoaz euz eur brezel rust, a badaz pevar bloaz varnugent. Ar brezel-ze a oa er vro oll, ken e Breiz-Huel, ken e Breiz-Izel, e Kerne, e Leon, e Landreger, e Guenet, e Roazon, e Sant-Briek hag e Naonet. Neuze an dud na hellent ket kals lavaret, evel ma lavaraz Salaün ar foll d’ar zoudardet a c’houlenne digantan a be du oa : N’oun na da Vleiz, na da Vonfort ; n’oun nemet servicher d’ar Verc’hez Vari. Rag peb Breton a gemere tu evit unan euz ar brinset a