Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/240

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 239 —

divrec’h, hen diskuezaz d’ar bobl e Roazon o lavarout : Na gollit ket kaloun, va zud ; mar d’eo paket an dug, setu aman he vab, hen rei a ran deoc’h da virout. Ianned na gollaz ket amzer : mont a reaz da zifen ar ger a Henbont a enep an dug Charlez. Diæz oa dont ebarz er ger, en dro dezi oa soudardet Charlez Bleiz. Ianned a gavaz buhan an tu da vont e ker. En em viska a reaz evel eur goaz, hag heuliet gant tri c’hant den kalounek, e teuaz etouez an enebourien. Lakaat a reaz an tan en ho zinellou, hag epad ma oant stravillet, o klask mouga an tan, ec’h antreaz er ger a Henbont. 1341.

Ar Spagnolet, a heulie Charlez Bleiz, o doa evit kabiten Luis Spagnol, den kriz ha na ree van evit laza Bretoned, neuz fors oc’h pe du e talc’hent. Heman a gemeraz Guengamp ha kerriou all, ha dont a reaz beteg Kemperle e pelec’h e lazaz kalz a dud. Dre eur vad, e teuaz eno soudardet Monfort, epad ma oa kousket ar Spagnolet, laza a rejont an darn-vuia anezo.

Ar Saozon a oa ker kriz hag ar Spagnolet ha kasseet muioc’h c’hoaz gant ar Vretoned. Na hellent tremen en