henchou, nag e parkeier Breiz nemet a vandennadou rag pa vijent neubeut e vijent lazet deoc’htu gant an dud divar ar meaz. Eur vaz, eur fals, eur forc’h, eur falc’h, peb tra oa mad evit skei var ar Saozon. Ar roue a Frans ne oa ket guelloc’h eget ar Spagnolet hag ar Saozon. Epad ma oa gret eun arzao-brezel, 1343, evit en em ziskuiza ha lezel amzer da nevezi an armeou, lazet oe e Paris, dre drahison pevarzek Breton, abalamour ma talc’hent da Vonfort, heman ne oa ket karet gant ar roue a Frans. Herve a Leon, bet prizounied ha kasset da Vro-Saoz, oe galvet gant ar roue Edouard, hag a lavaraz dezan ; Breton, Filip, roue a Frans, en deuz lazet da genvroiz abalamour a oant a du gant Monfort. Me a alfe ive da laza abalamour ma talc’hez da Vleiz. Kea da lavaret da Filip : Edouard Bro-Saoz na heulio morse ar skuer fall en deuz roet dezan. Herve a Leon a gouezaz klan var ar mor ; koulskoude, araog mervel, ober a reaz he zigass dirag ar roue Filip evit rebeich dezan maro he genvroiz, 1344.
Ar brezel a goummansas adarre. Charlez a zeuaz a enep Kemper ; mont a reaz