Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/246

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 245 —

bet eur goall baotrik : ne glaske nemet kan, ha dont a ree atao d’ar ger gant dillat roget, he gorf blonset gant eur goall daol bennag. Koulskoude bet eo bet ar c’henta brezellekaer euz he amzer. D’an oad a bemzek vloaz, e c’hounezaz kalz a enor en eur c’hoari-brezel oa bet e Roazon etre ar re genta hag ar re vella euz ar zoudardet Breiz. Guesclin oa a du gant Charlez Bleiz, ha guelloc’h oa e unan enep ar Saozon eget eun arme. Guesclin a respountaz da eur Saoz, a drueze dirazhan maro kement a dud er brezel ; Mad, emezan, ma varv kant mill den er brezel, ar re all vo pinvidikoc’h.

Ar Saozon a glaske kaout Roazon. An dud euz ar ger a oa prest da vervel gant an naoun. Kals a dud divar ar meaz a zeue gant ho c’hirri da verza id d’ar Saozon. Guesclin ho c’hontraignaz da zont e ker, e pelec’h oa paet mad ho id dezo. Pa oe debret an ed-ze, stad ar ger a zeuaz ker fall hag araok. Penhoat, gouarner Roazon, a gavaz an tu da gaout kik evit eun neubeut amzer. E kichen mogeriou Roazon, oa eun toull braz, dirak eur prat, hanvet Prat-Raoul, e pelec’h ar Saozon o doa daou vil ben-moch ; Penhoat a reaz lakaat

14*