Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/254

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 253 —

deomp, eme ar Saoz ; sarrit ho kinou, Bretonet, rag n’oc’h ket tud. — Guelet vo, eme Beaumaner, mar kirrit, tregont euz va re a n’em ganno gant tregont euz ho re c’hui. »

Evel-ze, d’ar bevare sul euz ar C’horaiz, d’ar seiz varnugent a viz meurs er bloaz 1351, a n’em gavaz tregont Breton ha tregont Saoz en eur blenen, e hanter hent etre Joslin ha Ploermel. Ar Vretoned o doa koveseet oll ha kommuniet araok ar goumbat.

Eno en em gavaz Tinteniak hag he vreur Alan, Ar C’hoat, Mellon, Pestivien, Keranrais , Goyon, Trésigidy, etc.

Ker buhan en em lakejont enep ar Saozon. Skei a rezont heb truez. An taoliou a gouez evel taoliou ar morzol var an anne. Ar goad a red evel ar glao goude eur bar arnez. Neuze oa klevet klem ar marc’herien er c’hoaz (er boan), ker rust eget mouez ar mor braz. Adalek goulouik an de en em gannont bete kreizde ; adalek kreizde beteg an noz

15