en em gannont enep ar Saoz. An aotrou Robert Beaumaner a lavaraz : Sec’het am euz, ia sec’het braz, ken a droc’haz outan, Ar C’hoat (Dubois a respountaz) : M’ar teuz sec’het, potr, ev da c’hoad ! « Kar d’ar Vretoned na vije, e ker Joslin neb a vije, neb a ioue o velout hor re tont en dro, bleun balan var ho zok-houarnou. » Evel-ze lavar guerz an Tregont. Savet euz hirio eur peulvan, pe pilier-mean, e plaç ar goumbat-ze, ha lenn a reer varnezan hanoiou an tregont Breton o doa trec’het ar Saozon en deiz-ze.
Mab Montfort, o veza deuet en oad, a zeuaz e Breiz da gontinui ar brezel ; ha Charlez o veza roet d’ar roue Bro-Saoz he zaou vab evit prizounerien en he blaç, a hellaz dont ive da goumbati. Na lavarin ket deoc’h an oll draou digouezet en amzer-ze, daoust a ma zint oll kaer da lavaret ha da glevet. Re a amzer a implijfen evit-ze. Dont a ran d’an amzer ma aichuaz ar brezel-man.
Da vouel sant Mikel Arc’hel, er bloaz