zet er memes lec’h ha beleyen hor relijion santel ; hag en eur selaou anezo o komz euz eun Doue pehini, elec’h goulen goad an dud, en doa skuillet he hini evito, e kavent eur garantez vraz o tomma ho c’halonou, hag euz beleyen eun Doue kriz, hiniennou a zeue da veza beleyen an Doue a drugarez. Petra ken a lavarin-me deoc’h var an dra-ze ; nemet var dro daou c’hant bloaz goude donedigez hor Zalver, ar Vretoned o doa an eur vad da zigemer en ho zouez beleyen Jesus-Christ. — Abaoue a leverer ar Vretoned a zo chomed leal d’ho feiz ha d’ho Doue, ha neuz ket bet klevet prezeg a enep ar feiz er iez breizad.
Var dro an amzer-ze a dremene dre Vreiz-Izel Derrien ha Neventer, daou zen jentil euz a enez Breiz, an hini zo breman Bro-Saoz. O tont a oant euz a Rom e pelec’h oant bet oc’h enori relegou sant Per ha sant Paul, hag o c’houlen bennoz hon Tad Santel ar Pab. Beza e oant en ho hent var lez ar steir Dourdoun, eun hanter leo euz Landerne. Sellout a reent euz ar vro-ze ken dudiuz, evel ma eo kazi an oll Vreiz-Izel. Nag a veich ive, goude beachou hir ha
2