divar he varc’h ha gret oe prizounier. Charlez a gouezaz ive en ho daouarn ; eur Saoz a roaz eun taol kleze dezan en he choug. Ar prins santel ne hellaz lavarout nemet ar c’homzou-ma : O Doue, va Aotrou ! Haa ! Domine Deus !
Ar Vretonet oant peurvuia euz tu an dug Charlez. Biken Montfort n’en dije gounezet penefe ar Saozon. An dugez a Vontfort en doa en dro dezi muioc’h a noblans Saoz eget tuchentilet Breiz. E peb emgann e vije kavet Bretonet maro euz arme Charles, ha deuz arme Montfort ne vije kavet etouez ar re varo nemet Saozon. Nag a baïzantet a zo hanvet Bloaz abalamour oant bet ho zadou soudarded Charlez de Blois. Ar Saozon n’ho doa kement a gassoni euz an dud divar ar meaz nemet abalamour ar re-man a garie an dug Charlez.
Pa oe klevet var dachen Alre, e oa lazet an dug Charlez gant ar Saozon, ar guir Vretonet a gemeraz kement a velkoni, ma na fellaz mui dezo chom