Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/262

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 261 —

beo var he lerc’h ; n’em daol a rejont a nevez e kreiz an emgann, nan evit gouniz, mœz evit mervel. Eno oe lazet brezelekaerien dispar : Rohan, Leon, Dinan, Rieux, Kergorlay, Raiz, Quintin, Avaugour, Lohéac, ar Pont, Bastard, Budes-Guesbriand, Sylvestre ar Fouillée hag ar rest.

Evel-ze a varvaz ar santela prinz euz he amzer.

Charlez en euz gounezet eur plaç etre ar re vella euz an dud a vrezel, ha muioc’h c’hoaz kurunen ar zænt. Abaoue he iaouankiz a ziskuezaz eur furnez vraz hag a oa skuer an oll dud iaouank.

He furnez na reaz nemet kreski gant an oad. He zevotion evit sant Youen a reaz dezan sevel en he enor eur werz kaer epad maoahe unan prizounier e Bro-Saoz ; ton ar c’hantik oa komposet ive gantan, hag e oa kanet e meur a leac’h euz ar Vreiz, ar werz-ze oe lennet gant eur relijius euz a Guengamp hanvet Derrien, pa oe komzet da lakat Charlez e renk ar zænt, e 1371. (Hon tad santel ar Pab

15*