Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/264

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 263 —

Leon XIII a gendalc’h da lakaat Charles ar Bleiz e renk ar zænt).

Epad ma oa dug a Vreiz, eur paourkez dall eveldoun-me, o choum er ger a Jugon, a zeuaz da c’houll digantan eun dra bennag. Bleiz n’en doa netra varnezan, rei a reaz d’ar paourkez unan euz he vanegou : Deuet varc’hoaz, emezan, ha diskuezit din va maneg, ha me ouezo ar pez a c’houlennit. Ar paourkez, o veza deuet e meaz, a gassaz maneg ar prins d’he zaoulagad, hag a zeuaz raktal dezan ar guelet. Bez an dug Charlez Bleiz, pe de Blois, a veler c’hoaz en iliz vihan e Guengamp galvet Introun Varia an oll Graçou (Notre-Dame-de-Grace), e pelec’h he gorf santel, a leverer, a reaz kals a viraklou. Meulet ra vezo Doue !




PEMZEGVED DERVEZ
————


Digouet eo an otrou Ian en dro,
Digouet eo da ziwal he bro ;
D’hon divoal dioc‘h ar c’hallaoued
A waska var ar Vretonet.
(Barzaz-Breiz).


Goude maro Charlez, Iann Montfort oa dug. Tremenet en doa he oll iaouankiz e