Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/266

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 262 —

Bro-Saoz, ha karout a ree ar vro-ze marteze dreist he vro. En he amzer e oa ar Saozon e Kemper, e Lesneven hag e Montroulez. Tud Montroulez ho c’hassaz kuit ha Montfort a gassea ar Vretoned abalamour d’an dra-ze.

Ar Vretoned a reaz neuze brezel d’an duk-ze hanter-Saoz. Rohan a lammaz digantan ar ger a Venet, Laval a gemeraz ar ger a Dol, Ploufragan a gemeraz eur ger e kichen Sant-Briek.

Guesclin, neuze konnetabl a Frans, da lavaret eo, kabiten an oll armeou, a gemeraz ar ger a Vrest, Alre ha Derval. Ann oll Vretoned o doa kassoni ouz ar Saozon. Montfort a rankaz neuze tec’hout e ty he vignonet a Vro-Saoz. Pa zeuaz Guesclin da Vrest, Salysbury, ar Saoz, a zeuaz d’he gombati. Guesclin en doa prizounerien saoz, ha Salysbury en doa prizounerien breton. Klisson, gouarner Brest, den kriz, heb lavarout ger da Guesclin, a reaz dibenna ar Saozon en eur park balan hag ar bleun melen a zeuaz ru gant ar goad. Ar Saozon, o velout ar c’hrisder-ze, a loskaz eur c’hri a c’hlac’har, klevet euz Plogastel beteg Lanveok e Krozon. Neuze, o veza lazet ar Vretoned oa etre ho daouarn, ar