Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/270

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 269 —

til hag ar bobl en em daole er mor beteg an daoulin evit he zigemer. Intanvez Charlez Bleiz he unan a zeuaz da zigemerout Montfort ha da ober dezan aliou mad evit savetei ar vro, rag hi e doa e guirionez eur galoun breton. Ar bobl a zeue gant ar veleyen hag ar c’hroaziou var an henchou evit he zigemer. Ar Gallaouet oa trec’het. Eun dra gaer meurbet evit ar Vretonet eo da veza, en amzer ma oa an dug er meaz euz ar vro, savet ho unan ar funcher evel ma vije bet er ger. Ne oa dispignet nemet ar pez a oa dleet ; hag an nemorand oa rentet d’an dug gant he oll draou a dalvoudegez pa zeuaz en dro er vro. Na pebez respet, pebez doujans o doa hon tud koz evit ar re ho gouarne ! E pelec’h vo kavet eur bobl hag en deuz gret kement all ? An aotronet Fontenay, Kerimel, Goyon, La Houssaye, Montafilant, Beaumaner, La Hunaudaye, oa bet karget da gemer soursi euz peb tra epad ma oa an dug en harlu, euz a 1374 beteg 1379.

An dug a velaz a dlie beza ar Vreto-