net tostoc’h d’he galoun eget ar Saozon, hag ar Vretoned a gomprenaz ar raolt zo eur pec’het.
Evit diskuez d’he duchentil he anaoudegez vad, Montfort a roaz dezo da zougen var ho guiskamand eur guelc’hen aour gant an hermin a Vreiz, hag ar c’homzou-man : Da va buhez !
Pa varvaz intanvez Charlez Bleiz, he bugale oa c’hoaz e Bro-Saoz, ha n’ho doa ket arc’hant avoalc’h evit dont e meaz euz ho frizoun. 1384. Richard, roue a Vro-Saoz, a c’halvaz eun devez dirazan Iann ha Guillou, bugale da Charlez Bleiz, « Mar kirrit, emezan, va anaout evit ho roue, m’ho kasso d’ho pro, hag a rin deoc’h ar Vreiz da c’houarn. — Guelloc’h deomp mervel pell euz a Vreiz, emeent-hi, eget he lakaat dindan gallout ar Saozon. » O Breiz ! ma oa neuze da barkeier ha da veachou leun a zrez, kalonou da vugale oa leun a vertuziou hag a garantez evit te !
Abaoue emgann ann Tregont, ar Vretoned oa brudet muioc’h evit kent.