Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/278

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 277 —

dije bet eur c’heuz braz da veza gret eur seurt torfet. An dug, laouen meurbet, a roaz e presant kant mil liurz d’he servicher mad en doa espernet dezan eur pec’het bras.

Meur a vloaz goude, Klisson, konnetabl a Frans, evel oa bet Guesclin, a ree ar brezel d’an dug Iann. Montfort o veza deuet koz, hag o velout a dostae ar maro outan, a fellaz dezan en em unani gant he adversour ; kinig a reaz ar peoc’h da Glisson. Heman n’en doa ket ankoet ar fæçon disleal ma oa bet laket en eun tour huel e Guenet : aoun en doa na raje an dug goab anezan, hag e lakeaz lavarout dezan ne iaje d’he gavout nemet digass a raje dezan he vab he unan. An dug a gassaz deoc’h-tu da Glisson, e Joslin, he vab Iann, bugel a c’huec’h vloaz. An dour a zeuaz e daoulagat Klisson o velout pegen guir oa c’hoant an dug da veva a unan gantan. O veza poket d’an dug bihan, dont a reaz gantan da gaout he dad, heman araok mervel, he greaz goard evit he vab. Skuer kaer roet da viken d’an dud o deus kassoni etrezo. 1399.