Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/282

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 281 —

Var dro an amzer-ze, er porz Kamelet, e Breiz-Izel, oa meur a lestr saoz, e miz kerzu 1402. Ma vijent bet adversourien, na vijent ket chomet pell eno. Deuet oant da glask Ianned, intanvez Montfort, a ie da zimizi d’ar roue Bro-Saoz. D’ar c’henta deveziou euz ar bloaz goude, dont a reaz ar brinses euz ar Fret da Gamelet, e parrez Krozon, evit ambarki var eul lestr saoz da vont d’he bro nevez. An eured-ze na reaz ket d’ar Vretonet beza mignon d’ar Saozon.

Oven Glendour, euz a Vro-Gall, a c’houlennaz Bretoned d’he sikour a enep ar Saozon.

Kals a Vretoned a dreuzaz ar mor gant ar baron Riek, da zikour ar Vretoned tremor. Daou borz euz a Vro-Saoz oa devet ganto, hag ar Saozon o veza deuet, evit en em venji, da attaki Brest, oa pilet gant dud ar barreziou var dro.

An amzer-ze zo bet ar falla evit ar Francisien. Ho roue en doa kollet he skiant-vad ; ar Saozon oa perc’hen euz

16*