Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/286

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 285 —

Hi e deuz kasset kuit ar Saozon, rentet ar gurunen d’ar roue, hag ar peoc’h d’ar vro. He hano oa Ianned. Mont a ree d’ar brezel, ar c’henta atao, gant eur baniel en he dorn kleiz, hag en he dorn deou eur c’hleze, na c’hlebaz morse a voad. Pa en doa bet eun taol bennag, na ree van, rag Doue a ree kaloun dezi.

E kreiz ar peoc’h euz ar Vreiz, 1420, dont a reaz kelou oa bet paket an dug Iann gant Mac’harit Klisson, ha martreze e vije lakeet d’ar maro.

An dug oa bet pedet gant ar c’hreg fall-ze da vont d’he c’hastel ; dont a reaz heb aoun ebet. Pa oa deuet etouez bugale Mac’harit, ne oa ket lezet da vont kuit. Mac’harit oe divez avoalc’h evit hen insulti er prizon, hag o sonjal guelout ar gurunen var pen he bugale vihan, a lavaraz dezan ar c’homzou-man euz ar Magnificat : Deposuit potentes de sede et exaltavit humiles.

An dugez, pried Iann, o velout kement-ze, a zeuaz gant he bugale iaouankik