flamm, guisket e du, da ginnik d’an duchentil dastumet e Guenet, he oll draou kaer evil pea ar soudardet. N’en doa ket ezom da lavaret muioc’h, ar Vretoned a felle dezo kaout an dug er meaz euz ar prizon. Oll gerriou, oll madou Mac’harit hag he bugale oa kemeret hag hi paket gantho. Rannet oe oll madou Mac’harit d’ar soudardet ; ha Guillou, unan euz he bugale, exilet, a vouelaz kement he vro karet ma gollaz ar guelet. Evit trugarekaat ar Verc’hez da veza hen diouallet er prizon, an dug Iann en deuz laket sevel eun iliz kaer er Folgoat, e kichen Lesneven, var bez eun den innosant, a garie kement an Introun Varia. En he amzer ive e varvaz, e Breiz, sant Visant-Ferrier, sebeliet gant an dugez he-unan.
Iann a varvaz e 1442.
Pa oa Fanch kenta dug a Vreiz, oa eur benherez euz an ti braz Rohan, hanvet Francesa Dinan. Koant oa, penvidik ha iaouank flamm ; n’he doa nemet pevarzek vloaz.