Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/300

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 299 —

gant an dug he unan. « Aotrou dug, emezan, ho preur Jili zo maro ; ha galvout a ra ac’hanoc’h da varnedigez Doue a ben daou ugent devez. » O klevout kement-ze, an dug na gomzaz mui gant levenez. Leun oa a dristidigez ; ha daou ugent devez goude, mont a ree dirag Doue. Ra ve bet gret trugarez dezan !

An hini oa bet ar pen-kaus euz maro ar prins Jili, da lavaret eo Arzur Montauban, a n’em dennaz euz ar bed ; Doue hebken a hell guelout e goelet ar c’halonou, hen a oar ma oe guir ha sincer he binijen. Mervel a reaz arc’heskop a Vourdel.




SEITEGVED NOSVEZ
————


Paotret Plouieou a lavare :
Deomp-ni da c’hout hon digare.
E Kemper d’al ma erruzont…
Diskaret Leiz a dier,
Nemet hini eskop Kemper ; hini Rosmadec…
(Barzaz-Breiz).

An dug Per ha Francesa Amboaz, he c’hreg, a veve evel breur ha c’hoar ;