ho zy oa evel eur gouent, ha rei a reent d’ar bobl ar skuer euz an oll vertuziou.
Per II, evit kaout arc’hant, rag he vreur Fanch daou en doa gret dispignou braz, a zonjaz, dre guzul an dud vraz, sevel eun dail nevez, e 1451. Pa glevaz an dugez vad an dra-ze, mont a reaz da gaout he fried hag en eur gozeal brao outan a reaz dezan chench sentimant. Per, mad e kenver ar bobl, a zervichaz Doue hag a reaz kalz aluzennou. Parcens subjectis, devotus, largus egenis.
Pa gouezaz an dug Per en he ziveza klenvet, ar vedisinet a lavare na hellent ket he barea ; kuzuliet oa da c’halvout kelc’herien pe sorcerien. Guelloc’h din, eme an dug, mervel a berz Doue evit beza pareet dre c’hallout an diaoul.
Francesa Amboaz, an dugez eürus, lakeet e renk ar sænt gant hon Tad santel Pi IX, ha roet gantan da batronez d’ar Vreiz, en deuz bet kalz da c’houzanv en he buhez. Savet oa bet gant eur zantez, Janet a Vro-C’hall (ar Frans) pried an dug Jan V. D’an oad a bemp