bloaz, Francesa a rede gant eur garantez vraz da gichen an dugez Janet pa ziztroe euz a gomunia ; ha diskuez a ree, en oad tener-ze, kement a garantez evit Jesus e Sakramant an Aoter, ma oe roet aotre dezi da vont eur veich an amzer d’an Daol Santel gant an dugez, rag houman a gomunie aliez. An deveziou ma komunie, oa deveziou eüruz evit an dugez vihan. Mervel a reaz er gouent e doa savet er Kouets, e Naonet, hag a lavare aliez d’he leanezet : Grit ma vezo Doue karet ar muia ganeoc’h ha gant ho nessa ; an dra-ze da genta ! « Santez Francesa Amboaz, dugez mad ha santel, pedit evit ho Preiz, gant aoun ne ve servichet an Diaoul eni muioc’h eget Doue ! »
Tostaat a ree an amzer ma vije staget ar Vreiz euz rouantelez Frans. Kals a duchentil a ie da chom da Baris hag a zileze ho bro, ha mez o doa da gomz brezonek ; ar c’hiz gallek oa ar c’hiz karet. Kals a Francisien a brene douar e Breiz, hag a reize ho merourien hag ar re a bae tail dezo, dre lezennou gal-