lek. An dud-man, boazet d’ar c’hiziou ha d’al lezennou brezonek, ha da gaout tuchentil breton evit ho mistri, a n’em zavaz a enep an dud nevez-ze. Parrez Plouie, e kichen Keraez, oa an hini genta d’ar gombat.
« Malloz ru, eme ar Vretoned, var an duchentil nevez, rederien Gall, ganet e korn eur park balan, na zellont. mui euz ar Vreiz. »
Dont a rezont da Gemper da gomz gant ho aotrounet. Ar reman, elec’h ho selaou, a lazaz tregont anezo. Tri mil den divar ar meaz a n’em daolaz neuze gant arraich var Kemper, ha lakaat a rejont an tan e ker, ken a grier : Aiou, aiou, paotred Plouieou ! An tyez oa diskaret, nemet hini an eskop, an aotrou Rosmadek, mad evit an dud divar ar meaz. An eskop a ie dre ger hag a lavare dezo : « Paotret Plouieou, it var ho kiz ; na vo torret mui ar c’hiz breton.» Ar re-man a zentaz outan, rag, emeent, an aotrou Rosmadek a zo euz goad rouaned Breiz hag a zalc’h mad d’hon c’hiziou,