Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/314

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 313 —

1490 oe moulet, e Guenet, brevial ar veleyen, gant Fanch Hailbrun, hag er bloaz 1499 Iann Kalvez a voulaz leor Katholikon, brezonek, gallek ha latin.

En amzer an dug Fanch a veve Mikel Koulm, pe Kolomb, euz a Leon ; heman a gizelle ar mean. Fanch a garie kement he zujidi ma oe guelloc’h gantan guerza he draou kaer, kemer arc’hant var he zanvez, eget sevel founcher braz.

Eun devez en em gavaz gant eun den paour, hag o veza kustum da gozeal gant kement hini en em gave var he hent, n’euz forz peger paour e oa, a c’houlennaz digant heman da belec’h a ie ? An den paour, heb sonjal piou oa nep a barlante dezan, a respontaz : Mont a ran d’ar ger dosta evit kaout arc’hant euz an daou-man ; va greg vo lakeet da servicha, ha va c’hillok vo guerzet bremaik evit sikour pea an dug. Avoalc’h en devoa klevet an duk Fanch ; difen a reaz pea an dail-ze ken. Ne oa ket guisket kaer ha ne oa ket pinvidik, hogen ne oa ket er vro eun den braoc’h a gorf, na guelloc’h a speret hag a galoun. Be