en deuz ive kemeret soursi euz istor ar Vreiz. Allaz ! ne oa ket nerzuz avoalc’h a enep an dud a gundu fall : an dra-ze a reaz malheur ar vro. Dug a oe epad 30 vloaz, abaoue 1458 beteg 1488.
Setu m’euz breman da lavarout deoc’h istor ar Vreiz deuet da veza staget euz rouantelez Frans. Ar brezel oa diskleriet d’an dug a Vreiz gant ar Francisien, hag e teujont e Breiz dre dri hent : dirag Ploermel, Guenet ha Naonet. An dug a velaz neuze skler a felle d’ar Francisien lammout he vro digantan ; galvout a reaz he bobl d’he zifen. Kemerout a reaz, dre an dorn, he verc’h Anna, en doa neuze daouzek vloaz. Dont a reaz ganti en iliz, ha neuze a reaz dezi toui, dirag an aoter, ne lezje biken ar Vreiz da vont gant ar Francisien na gant pobl all ebet. Lod euz an noblans a douaz ive. Ar Francisien a dostae mui-oc’h-mui. An dug oe tost da goueza etre ho daouarn. Pemzek kant Breton, ar groaz var ho zok, a zeuaz euz a Voerand da Naonet evit savetei an dug. Pemzek kant oa neubeut enep ar Francisien ; an