Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/318

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 317 —

dud divar ar meaz a zeuaz gant filc’hier ha benvijou a bep doare da zikour ar Vretonet ; ar Francisien oa pilet evit ar veich-ze. Trec’het euz eun tu, dont a reent euz eun tu all. Lavarout a rezont d’ar re Roazon : « Digorit deomp ho toriou. » Ni n’hon deuz aon na dirag ar roue, na dirag ar Francisien, emee an dud a Roazon.

Koulskoude, ma dije padet ar brezel, ar Vreiz ne dije ket harzet. Eun emgann braz e kichen ar ger Sant-Aubin a reaz fin d’ar brezel.

An dug a skrivaz d’ar roue a Frans evit kaout ar peoc’h. Ar roue n’en doa ket a c’hoant d’he ober, rag gouzout a ree a helle kemer ar Vreiz, ker skuiz e oa ar vro gant ar brezel. Gui Rochefort, denchentil a Franç, leun a furnez hag a lealdet, a lavaraz : « Doue en deuz roet deoc’h ar rouantelez a Frans, ar Vreiz ne ket deoc’h. Perag lemmel ho leve digant ar re all ? Grit ar peoc’h gant an dug a Vreiz. » An den fur oa selaouet ; ar peoc’h oe gret. Koulskoude, ar roue a Frans a viraz gantan Sant-Malo,

18*