Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/32

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 31 —

dragon. Ober a reont dezan en em deurel er mor en eul lec’h hanvet Pontusvall, pe Pont-beuz-an-aneval, e parrez Plouneour-Trez, e Leon. Elorn a zalc’haz d’ar pez en doa lavaret. Ober a reaz sevel eun iliz, zo breman iliz Plouneventer, ha deski d’he vap lezen Jesus-Christ. He c’hreg en em rentaz kristenez, hag a zavaz en he c’hastel eun iliz brudet dindan an hano a Gastel-Gouel-Forest. He map, hanvet Riek, a ieaz da bidi Doue e kichen ar mor etre Kamelet ha Kraon, pe Crozon, e Kerne, er gerik Sant-Riek.

Ar Vretonet euz a Vro-Saoz, galvet neuze ar Vreiz-Veur, o doa brezel gant ar Saozon. Neuz ket bet atao Saozon e Breiz-Veur, ar bobl ac’hano a gomze brezonek eveldomp-ni, ha be zo c’hoaz enni eur charter e leac’h e komz an dud brezonek. Klevet em euz lavaret ez euz bet er seminer e Kemper beleyen euz ar c’harter-ze euz a vro Saoz hag a gomze brezonek mad. Koulskoude ar Vretonet ne zint mui perc’henn an enez Vreiz-Veur ; ho bro zo bet kemeret gant eur bobl estren. Ar Saozon na zeuaz ket a ben euz ar Vretonet en eun taol, ar brezel a badaz pell braz,