Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/320

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 319 —

Dinan ha Foujer. An dug Fanch a varvaz gant an anken.

Ne oe ket stad truezussoc’h eget hini ar Vreiz, pa varvaz an dug. Ar Francisien na reent van evit ar peoc’h. Ker paour oa deuet ar vro dre ar brezel, ma na oa evit moneiz nemet tammou ler elec’h arc’hant. Eur plac’hig a zaouzek vloaz, Anna he hano, oa karget da zivoal ar vro : hi a ouie ar grek hag al latin, hag a skrivaz, da unek vloaz, Istor-ar-Vreiz.

Rohan, an hini huella euz an noblans e Breiz, a heulie ar roue a Frans enep he vro. Prins divirion [1], evel lavar eur verz euz he amzer. Pa zeuaz Rohan gant ar Francisien evit kemerout Guengamp, oe lavaret dezan : « Na vo digoret deoc’h an nor nemet pa laro an dugez Anna, dezi eo ar ger-ma. » Gouiket, divoaler ar ger, o veza bet gouliet, he c’hreg, Tomina al Lean, a reaz labour he goaz.

Anna oa klasket da zimizi gant kalz a

  1. An duget Rohan o deuz gret kals a enor d‘ar Vreiz. Ar famill-ze a zo an hini genta etouez ar Vretonet ; karet hag estimet eo.