brinset. Unan anezo, Albret, oa koz ha divalo braz, c’hoant en doa da gemer Anna en despet dezi, hag hi, evit tec’het dioutan, a bignaz var varc’h hag a ziredaz dirazan.
Charlez, roue a Franz, a gemeraz neuze eun doare guelloc’h da zont a ben euz ar Vreiz. Goulen a reaz Anna da bried. Pa oa lavaret an dra-ze da Anna, en doa neuze pevarzek vloaz : « Penaoz, eme-hi, hallin karout unan en deuz gret kement a zroug d’am bro, ha gret din eur brezel ker kalet ? Roet em euz va ger d’am zad na zimezfen biken da eur Gall. » Ar re goz a lavare dezi n’he doa nemet an dimizi-ze evit savetei he bro hag he buhez. Neuze Anna a stouaz he fen ; d’ar c’huerc’h a viz du 1491 a drokaz he c’hurunen a zugez evit an hini a rouanez.
En despet ma oa demezet enep he c’hoant, Anna, evel eur guir Vretonez hag eur guir gristenez, oa evit ar roue a Frans ar guella pried. Pa zeuaz da veza intanvez, dont a reaz en dro etouez he Bretoned muia karet ; ar roue nevez