a reaz da genta digant ar roue gant kalz a zaëlou senti ouz ar Pab : ar roue n’he selaouaz ket ; neuze hi a lavaraz d’ar Vretonet diskuez dre skrid ho melkoni.
Goude-ze ne oa mui duget e Breiz. An dugez Anna oa karet gant ar Vretoned ; n’ho deuz ket allet he dizonjal. Roet ho deuz he hano da galz a lec’hiou ; ha kalz chapeliou a zalc’h he donezonou.
An dugez vad-ma na dremenaz devez ebet hep kemer sourci euz he fobl. Mervel a reaz da seiz vloaz ha tregont. He c’horf a jomaz ker kaer ha ker fresk var ar vazkaon, ma lavare an dud oa an dra-ze ar rekompans euz he buhez diviam. 1514.
|
Pemzek kant vloaz goude donedigez hor Salver, eun den hanvet Luther a
19