Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/328

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 327 —

brezegaz enep ar feiz katholik, lavaret a ree ne dlee den senti euz hon Tad Santel ar Pab, na kemerout kuzul ebet evit ar vuhez, nemet pep hini euz he speret, he c’hoant, hag he volontez.

Eul lezen ken æz da heulia, ha na zifenne drouk ebet, a oa selaouet gant meur a hini.

Darn euz ar bobl, e peb rouantelez, a zilezaz ar guir feiz euz ho zadou koz evit heulia an hini nevez. Ar vro Spagn hebken, etouez ar rouanteleziou, a chomaz bepret oll katholik ; an dud o deuz redet atao buhanoc’h var hent an ifern eget var hent ar baradoz.

E Breiz, neubeutoc’h a dud a droaz kein d’an iliz katholik. Koulskoude, Renan Rohan ha re all c’hoaz oa hugunodet, hano roet d’an dud-ze.

Pa oa maro Herri trede, roue a Frans, ar gurunen a dlee tremen da Herri pevare, kenta euz ar Bourbonet. Heman, savet gant he vam er feiz hugunod, na blije ket d’ar bobl ; gret oe brezel dezan.

Guelet on euz diaraok en doa diskue-