Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/332

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 331 —

man 1893 n’ho deus diskuezet ho feiz nemet re neubeut.

Filip-Emmanuel Lorrain, dug a Verkœur, oa en amzer-ze gouarner a Vreiz. He bried oa Mari Luxembourg, heritourez Charlez Bleiz. Evel-ze, ma vije chomet an traou evel ma oant kent, hi a vije bet dugez a Vreiz.

Filip, o velout ar bobl ober ar brezel da Herri pevare, a sonjaz e vije æz dezan dont da veza dug a Vreiz.

Na ziskleriaz ket freaz avoalc’h he c’hoant d’ar bobl a Vreiz, ha pa zeuaz Herri pevare d’en em gonvertissa, ar Vreiz a zeuaz adarre da veza lod euz ar rouantelez Frans.

Meur a vloavez a dremenaz araok ma teuaz Herri pevare da veza katholik ; hag epad an amzer-ze e tigouezaz e Breiz meur a dra m’euz da zizkleria deoc’h.

Roazon, Vitre ha Brest oa euz tu ar roue. E Leon, na oa nemet ar maner Kerouzere euz kostez ar roue Herri.

Ar vro Leon oa oll evit Merkœur, ha guelloc’h oa ganto mervel eget kaout eur roue hugunod.